Mor Japan

Pelec'h emañ Mor Japan

Mor Japan zo ur mor etre Japan, Korea ha Rusia en Azia ar Reter. Dre m'eo kloz a-walc'h, evel ar Mor Kreizdouar, n'eus ket kalz a vareoù ennañ.

Emañ Mor Japan etre douar-bras Rusia hag enez Sakhalin en hanternoz, Korea ar Su ha Korea an Norzh er c’hornôg, ha inizi Japan, Hokkaido, Honshu ha Kyushu, er reter.

En em astenn a ra Mor Japan war 978 000 km² ha 3 742 metr eo e zonder brasañ.

Stank eo ar pesked e Mor Japan ha pouezus eo ar pesketaerezh evit armerzh ar broioù tro-dro. Er c’hondon e kaver danvez krai hag anv zo e vefe gaz naturel ha tireoul ivez. Gant kresk armerzh broioù reter Azia, eo deuet ar mor-se da vezañ pouezus evit ar c’henwerzh ivez.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy