Nelson Mandela

Nelson Mandela
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSuafrika Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denNelson Rolihlahla Mandela Kemmañ
Anv ganedigezhRolihllahla Mandela Kemmañ
Anv-bihanNelson Kemmañ
Anv-familhMandela Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Gou 1918 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMvezo Kemmañ
Deiziad ar marv5 Kzu 2013 Kemmañ
Lec'h ar marvHoughton Estate Kemmañ
Abeg ar marvrespiratory disease Kemmañ
Lec'h douaridigezhQunu Kemmañ
TadGadla Henry Mphakanyiswa Kemmañ
MammNosekeni Fanny Kemmañ
PriedEvelyn Mase, Winnie Madikizela-Mandela, Graça Machel Kemmañ
BugelMakgatho Mandela, Makaziwe Mandela, Zenani Mandela-Dlamini, Thembekile Mandela, Zindzi Mandela Kemmañ
KarNdileka Mandela Kemmañ
Yezh vammxhosaeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, xhosaeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Place of detentionRobben Island, Pollsmoor prison, Drakenstein Correctional Centre Kemmañ
KargPresident of South Africa, Secretary General of the Non-Aligned Movement, member of the National Assembly of South Africa Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of the Witwatersrand, University of Fort Hare, University of South Africa, University of London Kemmañ
Lec'h annezHoughton Estate Kemmañ
Lec'h labourSuafrika Kemmañ
Strollad politikelAfrican National Congress, South African Communist Party Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1994 South African presidential elections Kemmañ
RelijionMethodism Kemmañ
Perzhiad eWorld Economic Forum Annual Meeting 1992 Kemmañ
Oberenn heverkLong Walk to Freedom Kemmañ
Ezel eusAmerican Academy of Arts and Sciences Kemmañ
Levezonet gantLuis Taruc Kemmañ
Present in workLive and Let Live Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.nelsonmandela.org Kemmañ
HashtagMadiba Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerreproduction right not represented by CISAC member Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadThe Nelson-Atkins Museum of Art Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Teuliad arzour eSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Roll elfennoùlist of awards and honours bestowed upon Nelson Mandela Kemmañ

Nelson Rolihlahla Mandela a oa bet ganet d'an 18 a viz Gouhere 1918 e Mvezo, e Proviñs ar C'hab[1], e Suafrika, ha marvet eo d'ar 5 a viz Kerzu 2013 e Johannesburg. Brudet eo evit bezañ bet unan eus stourmerien bouezusañ a-enep reizhiad politikel an apartheid e Suafrika. Da c’houde ez eo bet prezidant Suafrika etre 1994 ha 1999.

E 1944 e teuas Nelson Mandela da vezañ ezel eus an African National Congress (ANC), evit stourm a-enep galloud politikel ar Re Wenn ha kudennoù ar "gouennoù" hag a oa dindan ar galloud politikel-se. Goude aet da alvokad e kemeras perzh er stourm nann-feuls a-enep lezennoù an apartheid hag a oa bet lakaet e pleustr gant an National Party (NP), bet dilennet e 1948. E 1960 e voe berzet an ANC, ha paouezet e voe gant ar stourm nann-feuls peogwir ne oa ket a zisoc’hoù. Mandela a grouas neuze e 1961 skourr armet an ANC, a voe anvet uMkhonto we Sizwe (MK), "Houarn goaf ar vroad" e xhosaeg. Harzet e voe Mandela gant gouarnamant Suafrika gant sikour ar CIA. Kondaonet e voe d’an toull-bac'h ha d’al labourioù ret betek e dremenvan. Dont a reas da vezañ un den brudet er bed a-bezh, gant ur sikour bedel ; anavezet eo dreist-holl goude dispac'h Soweto[2] e miz Even 1976. Un arouez eo Nelson Mandela eus ar stourm evit ma vefe kevatal an holl dud, ha pa vefe disheñvel livioù o c'hrochen.

D’an 11 a viz C’hwevrer 1990, goude 27 vloaz en toull-bac'h, e voe lezet Mandela da vont. E 1993 e voe roet Priz Nobel ar Peoc'h dezhañ ha d’ar prezidant Frederik Willem de Klerk (1936-2021) dre m'o doa gouezet degas kemmoù bras e gouarnamant ar vro hep nemeur a feulster. E miz Du 1985 eo c'hoarvezas kentañ kejadenn etre Mandela hag ar gouarnamant

E 1994 e voe dilennet Nelson Mandela da gentañ prezidant du Suafrika. Kenderc'hel a reas da stourm evit e vennozhioù, da lavaret eo an unvaniezh vroadel hag ar stourm a-enep ar SIDA, a lazhe kalz tud er vro. Mandela a oa un den a veze selaouet er bed a-bezh e-keñver Gwirioù mab-den.

  1. E Kab ar Reter emañ Mvezo abaoe 1994.
  2. South Western Township, ur c'harter paour poblet gant ru du hepken, 15 km er mervent da Johannesburg.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy