Patrick McGoohan

Patrick McGoohan er film Life for Ruth e 1962

Patrick McGoohan (19 a viz Meurzh 1928 e New York - 13 a viz Genver 2009 e Los Angeles) a oa un aktour iwerzhonat hag amerikan. Brudet eo bet goude bezañ c'hoariet er rummadoù skinwel anvet Danger Man ha The Prisoner. Meur a wech en deus c'hoariet ivez e Columbo : peder gwech en deus c'hoariet perzh ar muntrer er rummad-se, ha meur a lodenn a zo bet produet gantañ ivez. C'hoariet en deus ivez e-barzh Braveheart (1995) (er film-se e c'hoarias perzh ar roue Edward) hag ivez e-barzh Escape from Alcatraz (sevenet gant Don Siegel, 1979)


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy