Ur vicher hag un hollad micherioù eo ar peskerezh, pe ar pesketaerezh, dezhañ da bal tapout ha gwerzhañ pesked hag kement loen-mor a c'hell bezañ lakaet war ar marc'had. Ar besketaerien a ra war-dro an dastum er mor, un ober a vez anvet hervez anv al loen e brezhoneg : pesketa evit dastum pesked, grilheta evit ar grilhed, kregina evit ar c'hregin, kranketa evit ar granked hag all.
Peurliesañ e vez graet ar pesketa war bagoù pesketa a zarempred porzhioù pesketa.