Portugaleg (Português) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Portugal, Brazil, Angola, Timor Lorosae, Ginea-Bissau, Macau, Mozambik, São Tomé ha Príncipe, Kab Glas, ha meur a vro all |
Komzet gant : | 218 000 000 |
Renkadur : | 6 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Portugal, Unaniezh Europa, Brazil, Angola, Timor Lorosae, Ginea-Bissau, Macau, Mozambik, São Tomé ha Príncipe, Kab Glas, Macao |
Akademiezh : | Instituto Internacional de Língua Portuguesa |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | pt |
ISO 639-2 | por |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | POR |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh romanek eo ar portugaleg ganet diwar distagadur poblek al latin e gwalarn al ledenez iberek da heul donedigezh ar Romaned adal an IIIe kantved kt JK. Levezonet e voe gant ar pobloù germanek etre ar Vvet hag an VIIIvet kantved goude JK.
Gant an XIvet kantved ha penn kentañ ar Reconquista, emled ar gristenien diwar-goust ar vuzulmaned, e teuas ar galizeg-portugaleg da vezañ ur yezh lennegel e norzh Portugal hag e Galiza.
A-feur m’en em ledas ar gristenien betek ar Su e voe levezonet ar yezh gant an arabeg ivez.
Daoust d’ar yezh semitek-se bezañ laosket roudoù stank e portugaleg, n’int ket ken niverus hag ar re testeniekaet e spagnoleg. Preizhet e voe Faro (kêr eus rannvro Algarve, e Su Portugal) gant Portugaliz 243 bloaz a-raok Granada gant ar Spagnoled. Tamm-ha-tamm e krogas ar portugaleg d’en em ziforc’hañ diouzh ar galizeg.
Pellaat a reas c’hoazh gant dizalc’hidigezh Portugal e 1185, argasadenn an Arabed ha drouziwezh ar Gastilhaned tra ma chome Galiza dindan gallout Rouantelezh Kastilha.
Etre ar XIVvet kantved hag ar XVIvet kantved dreist-holl e voe savet impalaeriezh Portugal en Afrika, Amerika hag en Azia. Mont a reas Bartolomeu Dias, Vasco da Gama, Pedro Álvares Cabral, Fernão de Magalhães (Magellan)... war morioù ar bed. Dont a reas ar portugaleg da vezañ ur genyezh betek Japan.
A-drugarez da yezherien Brazil dreist-holl eo deuet ar portugaleg da vezañ an 3de yezh europek muiañ komzet goude ar saozneg hag ar spagnoleg hag an 8vet er bed a-bezh, gant ouzhpenn 200 milion a yezherien hiziv an deiz. Yezh ofisiel 8 stad eo : Angola, Brazil, Kab Glas, Ginea-Bissau, Mozambik, Portugal, São Tomé ha Príncipe ha Timor Lorosae.
Mont a reont d’ober ar Comunidade dos Países de Língua Portuguesa (Kumuniezh ar broioù portugalek) a zo he fal skignañ ar portugaleg ha broudañ an dud d’e zeskiñ. Pinvidik eo al lennegezh portugalek ha niverus eo ar skrivagnerien, e Portugal hag e Brazil dreist-holl.