Ar Rio Grande, anavezet evel Río Bravo del Norte pe Río Bravo e Mec'hiko (dreist-holl evit al lodenn en ardraoñ d'ar c'hember gant ar Río Conchos), Tooh Baʼáadii e navac'hoeg, Kótsoi en apacheg jicarilla, zo ur stêr hir ha bras, 3 037 km hed dezhi, hag emañ hec'h andon e Colorado e SUA. War he 2 018 km diwezhañ, adalek El Paso, Texas, e talvez da harzoù naturel etre ar Stadoù-Unanet ha Mec'hiko. Aberiñ a ra e pleg-mor Mec'hiko.