Roazhon

Roazhon
Ti Breujoù Breizh.
Ti Breujoù Breizh.
Ardamezioù
Anv gallaouek Resnn pe Renn
Anv gallek (ofisiel) Rennes
Bro istorel Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen (prefeti)
Arondisamant Roazhon (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h c'hwec'h kanton
Kod kumun 35238
Kod post 35000, 35200, 35700
Maer
Amzer gefridi
Nathalie Appéré (PS)
2020-2026
Etrekumuniezh Roazhon Meurgêr
Bro velestradurel Bro Roazhon
Lec'hienn web http://metropole.rennes.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 222 485 ann. (2020)[1]
Stankter 4 415 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 06′ 53″ Norzh
1° 40′ 46″ Kornôg
/ 48.114722, -1.679444
Uhelderioù kreiz-kêr : 39 m
bihanañ 20 m — brasañ 74 m
Gorread 50,39 km²
Lec'hiañ ar gêr
Roazhon

Roazhon (distaget ['rwa:zõn] peurliesañ[2]) eo eil brasañ kêr Breizh goude Naoned, e kember ar Gwilen hag an Il e reter ar vro, e Breizh-Uhel. Ur rol melestradurel ha armerzhel pouezus he deus. Kêr-benn ha sez prefeti rannvro velestradurel Breizh eo, pennlec'h ha sez prefeti departamant Il-ha-Gwilen, sez ar Rannvro vilourel Kôrnog, Akademiezh Roazhon ha lez-varn galv Roazhon lec'hiet e savadur Breujoù Breizh. Lakaet eo da vezañ unan eus div gêr-benn Breizh gant Naoned. 216 815 annezad en deus ar gêr e 2017, 335 092 en tolpad kêrel, 447 429 en tolpad-kêr ha 727 357 en tolead kêr (e 2016).

Ur rol a-bouezh en deus c'hoariet Roazhon e Istor Breizh. En he Iliz-veur e veze kurunet Duged Breizh. Sez Breujoù Breizh e teuas da vezañ goude ma voe staget Breizh ouzh Bro-C'hall. Aze e tarzhas Emsavadeg ar paper timbr e 1675 ha an Dispac'h gall e 1789. Un tann-gwall bras a zistrujas ul lodenn eus ar gêr kozh e 1720, adsavet er giz klasel.

E Roazhon emañ sez mediaoù rannvroel evel Ouest-France ha France 3 Ouest, embregerezhioù er greanterezh (labouradeg PSA La Janais, an TNKK) hag er genad tredeel. Ur pol imbourc'h eo ivez.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. pe ['rwa:zən], pe ['rã:wõn] pe ['rã:wən], pe ['rawzun]

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy