Romant

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
romant
literary form
Iskevrennad euswork of fiction, narration Kemmañ
Rann eusnovel sequence Kemmañ
Anv e kanaちょうへんしょうせつ Kemmañ
Hashtagnovels Kemmañ
Pleustret gantromanter Kemmañ
Category for eponymous categoriesCategory:Wikipedia categories named after novels Kemmañ

Ar romantoù a zo skridoù faltazi (pe faltaziennoù) e komz-plaen ha meur a ranndanevell enno. Savet e vez ar romantoù gant ar romantourien. Perzh ar c'homz-plaen a seblant bezañ an hini pouezusañ pa 'z eus oberennoù e komz-plaen berr a reer danevelloù (kevellennoù a zo ur ger rouesoc'h) eus outo. Romantoù berr int, met lod a skridvarnourien o deus klasket termeniñ reolennoù dibar a vije gant gennad an danevell. Ur gennad lennegezh gwall bleustret eo ar romant ken ez eus meur a seurt anezhañ. Isgennadoù pe gennadoù e-barzh ar gennad int (ar romant karantez, da skouer).

Bez e c'heller kavout romantoù ha n'int ket evel-se pa n'eus kalz a draoù ijinet en ur romant istorel pe pa vez lakaet e gwerzennoù (Eujen Onegin gant Aleksandr Pouchkin). Islinennet eo bet ivez gant ar skridvarnour rusian Mic'hail Bac'htin e vez implijet meur a live yezh en ur romant (live uhel, live poblel, teknikel, lezennel hag all).

Kavet e vez gennad ar romant er bed a-bezh ha pa n'en deus ket gwir romantoù en Europa a-raok an 12vet kantved, savet o deus bet ar Sinaiz hag ar Japaniz romantoù hir e kantvedoù kentañ ar maread kristen. Un afrikan, Lukius Apuleius Theseus, en deus savet un hir a veurzanevell e latin, "an Treuzfurmadurioù" (anvet "an Azen aour" ivez) war-dro 160, kuit d'e oberenn bezañ e gwerzennoù, a zo gwelet evel diaroger an hengoun kornogel.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy