Rouanezed Norge

Setu amañ ur roll eus Rouanezed kenseurt Norvegia.
A-hed an Istor e voe kemmet lec'h ha statud ar priedoù-se ; darn o deus gouarnet ar vro pe a zo bet rejantezed.

Hervez o emglevioù politikel e timeze ar rouaned, se zo kaoz e teue o gwragez eus broioù all peurliesañ. E-pad pell amzer ivez e ranke ar rouaned dimeziñ d'ur briñsez, ha gwelloc'h e oa c'hoazh pa oa merc'h ur roue.
En abeg d'an unvaniezh gant Danmark pe Sveden e vezent rouanezed Norvegia ha Danmark war un dro etre 1380 ha 1814, ha rouanezed Norvegia ha Sveden war un dro entre 1814 ha 1905.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy