Rouantelezh Qi

Bro-Sina e-pad marevezh ar Rouantelezhioù Brezelour

Rouantelezh Qi (齊; pinyin: Qí) a oa ur stad galloudus e-pad marevezhioù Nevezamzer ha Diskar-amzer hag ar Rouantelezhioù Brezelour. E gêrbenn a oa Linzi hag a zo hiziv un darn eus Zibo, e proviñs Shandong.

E 1046 kt J-K e voe krouet, un tammig goude diazezidigezh an dierniezh zhou. Gant an dierniezh Jiang e voe renet betek 384 kt J-K. Kaset kuit eus ar galloud gant an Tian neuze. Daoust d'e vent bihan e teuas a-benn da faezhañ stadoù brasoc'h evel Chou ha Qin meur a wech. E 288 kt J-Z e voe embannet he roue Min Impalaer ar Reter.

Aloubet e voe Qi gant Qin e 221 kt J-Z.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy