Septimania

Rouantelezh ar Wizigoted war-dro 600, gant Septimania.

Septimania (Septimanie e galleg ; Septimània en okitaneg hag e katalaneg) zo ur vro a glot mui pe vui gant ar rannvro gozh Languedoc-Roussillon. Graet e voe gant an anv "Septimania" eus ar VIvet betek an IXvet kantved, dreist-holl.

Da vare ar Romaned e veze graet Gallia Narbonensis eus ar broviñs-se. Pa voe aloubet Galia gant ar pobloù german en em gavas e dalc'h ar Wizigoted adalek 462, da vare ar roue Teodorig II. En em astenn a rae Rouantelezh ar Vizigoted, da neuze, war Akitania ha war ul lodenn vras eus ledenez Iberia. Adalek ar mare ma voe aloubet Akitania gant Franked Hlodwig Iañ e 507, e voe graet gant an anv Septimania evit ar vro a oa chomet etre daouarn ar Wizigoted en hanternoz d'ar Pireneoù.

Pa voe aloubet ledenez Iberia gant ar Vuzulmaned (711-726) ez ejont betek Septimania. Rouantelezh a-bezh ar Wizigoted a gouezhas etre daouarn an Omeyaded.

Aloubet e voe Septimania gant ar Franked e 759 ha diwar neuze e voe graet Markizelezh Gotia pe Marz Gotia eus ar vro, a oa unan eus marzoù impalaeriezh ar Garolingidi.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in