Sirmium

Sirmium (e serbeg : Сирмијум ; el lizherenneg latin : Sirmijum), hiriv Sremska Mitrovica e proviñs Voivodina, e Serbia, zo bet ur gêr bouezus en Impalaeriezh roman ; kêr-benn Pannonia e oa, ha Pannonia Secunda goude, war ar stêr Sava.

Krouet e voe gant ar Gelted en IIIvet kantved kent JK. Aloubet e voe gant ar Romaned er Iañ kantved kent JK.

Kêr-benn ekonomikel proviñs Pannonia e oa hag unan eus peder c'hêr-benn an Impalaeriezh roman en amzer an Detrarkiezh.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy