Iskevrennad eus | anti-capitalism |
---|---|
Dezverket dre | type of socialism |
Pleustret gant | sokialour |
Ar sokialouriezh a zo ur vartezeadenn pe un ideologiezh politikel hag armerzhel a ginnig ma vo perc'hennet pe kontrollet an doareoù produiñ hag eskemm gant ar gummuniezh[1] Ar sokialouriezh a vremañ a zo hec'h orin el luskad oberour eus an XIXvet kantved. Hervez Karl Marx e tizhfed ar sokialouriezh dre emgann ar renkadoù ha un dispac'h gwerinel hag ur stad etre war hent ar gommunouriezh e vefe[2],[3]