Steredouriezh

Da ziwall, arabat kemmeskañ gant steredoniezh
Mozaikenn eus ar VIvet kantved e sinagogenn Beit Alpha (Israel) ma weler sinoù ar zodiak.

Ar steredouriezh, pe astrologiezh, eo studi lec'hiadur ar c'horfoù-egor (ar planedennoù, eleze an droienn “lenn ar planedennoù da unan bennak”) en oabl da c'houzout al levezon o dije war buhez an dud ha war darvoudoù ar bed. “Steredour” pe “astrolog” a reer eus un den a ra war-dro ar studi-se. Diwar lec'hiadur ar c'horfoù-egor en oabl d’an eur-mañ-eur e lavar gallout gouzout peseurt temz-spered e c'hall kaout henn-ha-henn hag ivez gouzout diouzh an darvoudoù da zont.

Gwechall-gozh ne veze ket lakaet kemm etre “steredouriezh” ha steredoniezh (pe “astronomiezh”), bremañ ez int daou zanvez disheñvel a-grenn. Ar steredoniezh a zo lakaet da vezañ un danvez skiantel-rik, hag ar “steredouriezh” a zo lakaet da vezañ ul ledskiant pe un danvez diskiantel.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy