Steven Spielberg

Steven Spielberg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSteven Spielberg Kemmañ
Anv ganedigezhSteven Allan Spielberg Kemmañ
Anv-bihanSteven Kemmañ
Anv-familhSpielberg Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Kzu 1946 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCincinnati Kemmañ
TadArnold Spielberg Kemmañ
Breur pe c'hoarAnne Spielberg Kemmañ
PriedKate Capshaw Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Tachenn labourSinema, film direction, film screenwriting, filmaozañ Kemmañ
KargPresident of the Jury at the Cannes Festival Kemmañ
Bet war ar studi eCalifornia State University, Long Beach, Saratoga High School, Arcadia High School Kemmañ
Lec'h labourHollywood Kemmañ
Deroù ar prantad labour1969 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Demokratel Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
Kleñveddyslexia Kemmañ
Perzhiad ecommencement at the Harvard University, Ice Bucket Challenge Kemmañ
List of worksSteven Spielberg bibliography Kemmañ
FilmographySteven Spielberg filmography Kemmañ
Ezel eusWriters Guild of America, West, Directors Guild of America Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://amblin.com/steven-spielberg/ Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMuseum of Modern Art, Harvard Film Archive Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Steven Spielberg, Category:Films produced by Steven Spielberg, Category:Films with screenplays by Steven Spielberg Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Steven Allan Spielberg, bet ganet d'an 18 a viz Kerzu 1946 e Cincinnati (Ohio, Stadoù Unanet Amerika) a zo ur filmaozer ha produer stadunanat.

Savet en deus lod eus ar filmoù o deus graet ar muiañ a berzh er bloavezhioù diwezhañ. En o zouez e kaver E.T (1982) ha Jurassic Park (1993). Filmoù avantur ha skiant-faltazi a zo bet savet gantañ da gentañ, evel Jaws, E.T pe heuliad Indiana Jones. Diwezhatoc'h e tremenas da abegoù diaesoc'h evel al Loskaberzh gant Listenn Schindler pe an Eil Brezel Bed gant Saving Private Ryan (O saveteiñ ar soudard Ryan).

E labour filmaozer en deus boulc'het evit ar skinwel, gant ar rummad Columbo, da skouer. Unan eus e filmoù hir kentañ, Duel (1971), savet e senario gant Richard Matheson, a oa bet produet evit an tele stadunanat. Daou vloaz war-lerc'h e oa bet bannet war skrammoù sinema broioù zo eus Europa, da heul roidigezh Priz Meur Festival 1973 Avoriaz.

E 1975 e tarzhas da vat brud Steven Spielberg gant ar film Jaws, savet diwar ur romant gant Peter Benchley. Er bed a-bezh e reas berzh istor ar morvleiz debrer-tud, ha tri Academy Awards e oa bet rastellet gant Jaws (e rannoù ar Frammañ, ar Sonerezh hag ar Son).

Spielberg en deus kensavet Amblin Entertainment ha DreamWorks Studios, dre an embregerezhioù-se e voe ivez produer filmoù o devoa graet berzh bras, evel Back to the Future, Men in Black, hag an heuliad Transformers. Spielberg a zo aet goude-se war hent produiñ c'hoarioù video.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy