Stockholm eo kêr-benn Rouantelezh Sveden hag ar gêr vrasañ en holl vroioù Skandinavia. En em astenn a ra ar gêr-benn hag ar c’hêrioù tro-war-dro etre al lenn Mälaren hag ar Mor Baltel, ha tremen ur milion a dud a zo o chom eno. Kêr Stockholm a zo bet savet war meur a enezenn, ha war an hini vrasañ anezho emañ ar gêr gozh, anvet Gamla Stan. Brudet eo an ti-kêr dre ar bed, dre m’eo eno e vez deroet ar prizioù Nobel.
E kumun Stockholm ent strizh (Stockholms Kommun) ez eus 829 417 annezad (e dibenn 2009), en takad kêrel a-bezh ez eus 1 252 020. Met alies, pa reer anv eus Stockholm, e komzer diwar-benn kontelezh Stockholm, a zo enni 2 019 182 a annezidi.
E Stockholm emañ sez gouarnamant Sveden hag hini ar parlamant broadel (Riksdag). Eno ivez emañ palez penn ar vro, nemet ar roue a zo bremañ, Carl XVI Gustaf, a zo o chom e-kichen Stockholm, en Ekerö.