Stonehenge a zo ur savadur eus mare an neolitik (pe oadvezh ar maen) hag eus oadvezh an arem e-kichen Avebury e kontelezh Wiltshire e Bro-Saoz. Hervez an enklaskoù e vije bet kavet elfennoù (peulioù) eus tro ar bloavezh -8000, met al lodennoù brasañ a zo bet savet etre -2500 ha -2000 hag adsavet ez eus bet darnoù e-kerzh an XIXvet kantved.
A-stumm gant ar c'helc'h eo graet (pe krommlec'h) gant 162 beul-maen.
Abaoe 1986 emañ (a-gevret gant Avebury, ur c'helc'hiad mein-veur, an hini brasañ en Europa, ur 30 km bennak alese) war roll glad bedel an UNESCO.
Hervez ar vojenn degaset gant Jafrez Menoe e vijent bet savet gant Marzhin. E kembraeg e vez graet Côr y Cewri eus al lec'h, ar pezh a dalvez kelc'h ar ramzed[1], diwar ar skrid latin ma'z eus anv eus Chorea Gigantum hag a vez troet dre vras gant "Koroll ar Ramzed"[2]. Hervez Wace[3] e vije bet Karole as gaians e "brezhoneg", ar pezh a c'halljed marteze kompren evel "koroll ar jeanted".