Sukr

Sukr maen

Sukr a zo ur ger ledan hag a dalvez d'ober anv kement sustañs kimiek hag a ro ur blaz dous. Evit ar peurliesañ e vez kaoz pe eus sukroz (pe “sakaroz”), eus laktoz pe eus fruktoz. Kavet e vez sukr e bouedoù ’zo, pe a-hend-all e vez ouzhpennet evit reiñ blaz dous d'an traoù. Dre vras e vez kavet sukr e stumm poultr gwenn pe rous pe rousoc'h. Eztennet e vez sukr eus plant ’zo, evel ar c'horz-sukr pe ar beterabez-sukr.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in