Sul ar Beuz

Jezuz oc'h antren e Jeruzalem war un azen. Kartenn gant ur skeudenn eus ar Bibl eus deroù an XXvet kantved. Antreal en ur gêr war gein un azen a oa un arouez peoc'h hervez an hengoun[1],[2].

Sul ar Beuz pe Sul ar Bleunioù zo ur gouel kristen mont-dont, d'ar Sul a-raok Sul Fask hervez an deiziadur katolik. Lidañ a reer neuze donedigezh Jezuz da Jeruzalem hag an degemer brav graet dezhañ hervez ar pevar Aviel[3].

E kalz ilizoù kristen e vez ingalet barroù palmez benniget (skoulmet e stumm krommelloù alies) d'ar feizidi. Abalamour ma'z eo diaes pourchas barroù Palmez da-geñver al lid-se e broioù zo abalamour d'an hin e vez implijet alies barroù deliaouek beuz, ivin, haleg pe gwez all eus ar vro.

  1. Mazhev 19-28 gant William David Davies, Dale C. Allison 2004 ISBN 0567083756 p 120
  2. Yann 12-21 gant John MacArthur 2008 ISBN 9780802408242 p 17-18
  3. Marc'h 11:1-11, Mazhev 21:1-11, Lukaz 19:28-44, Yann 12:12-19

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy