The Elder Scrolls Online

The Elder Scrolls Online logo ar c'hoari.
The Elder Scrolls Online
c'hoari video
HeuliadThe Elder Scrolls Kemmañ
TachennMMORPG, c'hoari video faltaziek Kemmañ
Ti-embannBethesda Softworks Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
Deiziad embann4 Ebr 2014 Kemmañ
SevenerMatt Firor Kemmañ
SonaozerJeremy Soule Kemmañ
Review score71/100, 38%, 75/100 Kemmañ
Hollved faltaziekThe Elder Scrolls universe Kemmañ
TudennoùVaermina Kemmañ
DiorroerZeniMax Online Studios Kemmañ
Software engineHeroEngine Kemmañ
C'hoariustedc'hoari video liesc'hoarier, co-op mode Kemmañ
Input devicelogodenn, gamepad Kemmañ
Diaz embannoptical disc, embannadur niverel Kemmañ
Renkadur ESRBMature 17+ Kemmañ
Renkadur PEGIPEGI 16 Kemmañ
Renkadur USKUSK 16 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://elderscrollsonline.com Kemmañ
Media franchiseThe Elder Scrolls Kemmañ
Endro e-lec'h e tispakfictional planet Kemmañ
Credits URLhttps://www.elderscrollsonline.com/en-us/eso-credits Kemmañ

The Elder Scrolls Online berraet en TESO, zo ur c'hoari video liesc'hoarier enlinenn doare RPG (MMORPG) sevenet gant ZeniMax Online Studios hag embannet gant Bethesda Softworks. Embannet eo bet war ar savennoù Microsoft Windows hag OS X e miz Ebrel 2014. Doareoù war PlayStation 5 hag Xbox Series X/S zo da vezañ embannet. Ul lodenn eo eus an heuliad c'hoarioù video The Elder Scrolls.

Ar c'hoari a ro tro d'ar c'hoarierien da vevañ war ar c'hevandir ijinet anvet Tamriel ha da heuliañ un istor liammet gant hini c'hoarioù all an heuliad Elder Scrolls. Seizh vloaz zo bet rekis evit sevel ar c'hoari a-raok an embann e 2014. Da gentañ e oa bet degemeret etre, met gwellaet eo bet dreist-holl gant un adembann anvet The Elder Scrolls Online: Tamriel Unlimited. Ar wech-mañ, ar vurutelladennoù a oa bet mat war ar c'hemmoù degaset.

The Elder Scrolls Online a oa da gentañ dre goumanant miziek betek ma vefe kemmet an doare e miz Meurzh 2015 o rediañ prenañ met gant prenadennoù e-barzh hag ur c'houmanant diret a zegas traoù ouzhpenn d'ar c'hoarier. Ur wech adanvet "The Elder Scrolls Online: Tamriel Unlimited", e voe embannet war ar c'hoñsolennoù PlayStation 4 hag Xbox One e miz Even 2015. Gwerzhet ez eus bet ouzhpenn 15 milion a skouerennoù e 2020. En holl e oa tro 2,5 milion c'hoarier bep miz e 2017.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy