Tour (savadur)

Tour Pisa, en Italia
Rivinoù un tour savet en Oadvezh an Houarn, en enez Leòdhas.
Willis Tower e Chicago, e Stadoù Unanet Amerika. Tour uhelañ ar bed e oa etre 1973 to 1998.
CN Tower e Toronto, e Kanada.

Un tour zo ur savadur, dezhañ muioc'h a uhelder eget a led. Gallout a ra an tourioù bezañ savadurioù anezho o-unan ha gallout a reont ivez bezañ lodennoù eus ur savadur brasoc'h, evel an tourioù iliz pe tourioù ar c'hestell.

Tourioù zo bet savet gant mab-den abaoe an amzerioù koshañ. Kavout a reer skouerioù anezho e savadurioù Mezopotamia, abaoe ar 4re milved kent JK. En Henamzer, e Roma pe e Kartada, e oa tourioù karrezek implijet evit difenn kêrioù ha kampoù an arme, evel da skouer er mogerioù savet en-dro da Roma er 4re hag en 3de kantved kent JK. E Moger Vras Sina e kaver tourioù difenn ivez, savet e 210 kent JK, da vare an Dierniezh Qin.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy