Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1904

Hentad 1904

Eil Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn a voe redet e 1904, eus an 2 a viz Gouere d'ar 24.

Gounezet e voe ar redadeg gant Henri Cornet (en ur ober 96e 05' 55", 25,265 km/e e dizh keitat), goude ma oa erruet teir eurvezh war-lerc'h Maurice Garin, anezhañ ar gonideg yaouankañ betek-hen (20 vloaz).

Truchet en divije Garin hag e skipailh, evel e 1903, met koll a reas e renk en taol-mañ, evel an tri all war e lerc'h, da lâret eo Lucien Pothier, César Garin ha Hippolyte Aucouturier. Kollet e oa bet o renk gant 29 reder en holl, an holl c'hounideien tennad-hent en o zouez.

Kemeret en devoa perzh Henri Paret en Dro-mañ, anezhañ ar reder koshañ biskoazh gwelet (50 vloaz).

E degouezh Sportva ar Briñsed e oa bet degemeret nemet 15 reder diwar an 88 o devoa lakaet o anv.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy