Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1911

Gustave Garrigou, trec'h e 1911

Dalc'het e oa bet 9vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 2 hag an 30 a viz Gouere (pemzek tennad-hent, 5 344 km). Gounezet e oa bet gant ar reder gall Gustave Garrigou, 27,322 km/e e dizh keitat. Aet e oa bet ar maout gantañ er 1 hag en 13vet tennad-hent nemetken, p'en devoa Paul Duboc gounezet teir gwech (8vet, 9vet hag 11vet).

Aet e oa kuit an Dro eus Pont ar Jatte (Pariz) war-du an norzh hag ar reter a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar c'hornôg. Evit ar wech kentañ e tremenas ar redadeg dre Ode ar Galibier (2 642 m) hag Émile Georget a voe kentañ reder en he lein.

Rederien 'zo o doa graet gant ur marc'h-houarn kemm tizh enlakaet warne.

Eizh reder warn-ugent hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar pevar ha pevar-ugent o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy