Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1912

Odile Defraye, trec'h e 1912

Dalc'het e oa bet 10vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 30 a viz Mezheven hag an 28 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 289 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Odile Defraye, 27,763 km/e e dizh keitat. Aet e oa bet ar maout gantañ en 2l, er 7vet hag en 9vet tennad-hent, teir gwech evel Eugène Christophe (3de, 4re ha 5vet) ha Jean Alavoine (11vet, 13vet ha 15vet).

Renket e oa bet ar rederien dre ar poentoù evit ar gwech diwezhañ.

Aet e oa kuit an Dro eus tachenn ar c'hoarioù Luna Park (Pariz) war-du an norzh hag ar reter a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar c'hornôg.

41 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 131 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy