Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1914

Dalc'het e oa bet 12vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 28 a viz Mezheven hag ar 26 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 405 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Philippe Thys evit an 2l gwech, 27,028 km/e e dizh keitat.

Aet e oa kuit an Dro eus Saint-Cloud (Hauts-de-Seine a-vremañ) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter. 7 gounigeg kozh a oa war ar renk :

Lod anezho (Faber, Lapize ha Mazan) ne vint ket adwelet ken dre ma vo kollet o buhez ganto e-kerzh emgannoù an Eil Brezel-bed a darzho ur sizhunvezh (4 a viz Eost) war-lerc'h degouezh an Dro e Pariz...

54 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 145 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy