Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1919

Firmin Lambot, trec'h e 1919

Dalc'het e oa bet 13vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 29 a viz Mezheven hag ar 27 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 660 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Firmin Lambot, 24,056 km/e e dizh keitat.

Adkroget e oa bet gant an Dro war-lerc'h an Eil Brezel-bed dre ma ne oa ket bet redet ar genstrivadeg etre 1915 ha 1918. Anat eo e oa fall-spontus an hentoù a oa ret d'ar varc'hhouarnerien tremen dreze ! Aet e oa kuit an Dro eus Plasenn ar Genunvaniezh (Pariz) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.

Krouet e oa bet ar C'hrez melen, bet deroet d'ar reder gall Eugène Christophe (ar Galian kozh e lesanv) a-raok kregiñ gant an 11vet tennad-hent etre Grenoble (Isère) ha Geneva (Suis).

Unnek reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz diwar ar seizh ha tri-ugent anezho o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy