Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1921

Léon Scieur, trec'h e 1921

Dalc'het e oa bet 15vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre ar 26 a viz Mezheven hag ar 24 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 484 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Léon Scieur (Ar Marc'h-du e lesanv), 24,720 km/e e dizh keitat.

Aet e oa kuit an Dro eus Argenteuil (Val-d'Oise a-vremañ) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.

Evit ar wech kentañ e oa bet staget plakennoù aluminiom pe zink ouzh marc'h-houarn ar rederien, skrivet niverenn pep reder warne.

38 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 123 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy