Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1922

Jean Alavoine, renket da 2l e 1922

Dalc'het e oa bet 16vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre ar 25 a viz Mezheven hag an 23 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 372 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Firmin Lambot evit an 2l gwech, 24,488 km/e e dizh keitat.

Aet e oa kuit an Dro eus tachenn ar c'hoarioù Luna Park (Pariz) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.

Eizh reder ha tregont hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar c'hant tri warn-ugent o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy