Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1923

Henri Pélissier, trec'h e 1923

Dalc'het e oa bet 17vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre ar 24 a viz Mezheven hag an 22 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 386 km). Gounezet e oa bet gant ar reder gall Henri Pélissier, 24,233 km/e e dizh keitat : kentañ gounideg gall an hini eo abaoe ma oa aet ar maout gant Gustave Garrigou e 1911.

Aet e oa kuit an Dro eus tachenn ar c'hoarioù Luna Park (Pariz) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter. Aotreet e oa bet ar rederien da ober gant pezhioù distag da zresañ o marc'h-houarn.

Gwisket e oa bet ar C'hrez melen gant ur reder italian evit ar wech kentañ, Ottavio Bottecchia e anv.

Eizh reder ha daou-ugent hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar c'hant nav ha tregon o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy