Troad prolativel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad prolativel (saoz. prolative case) evit komz eus un droad a dalvez da deskrivañ ar fed ma tremen un dra pe un den bennak dre un dra bennak, o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù "dre" pe "a-dreuz" e brezhoneg, da skouer en morvdeg-erzyeg:

"кузга" (kouz-ga): "war/dre ur wezenn-bin"
"велева" (vele-va): "dre ur gêriadenn"

Alies eo bet astennet e ster, deuet da dalvezout "en ur ober gant" pe "oc'h implijout an doare-mañ'n-doare" evit kas un ober da-benn, evel e finneg (prolatiivi), kollet gantañ e ster-rik kentañ, da skouer:

"posti" ("post") "postitse" ("dre ar post")
"puhelin" ("pellgomz") "puhelimitse" ("gant ar pellgomz"/"o pellgomz")
"meri" ("mor") "meritse" ("war vor", d.s. "mont war vor")

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy