Troad subesivel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad subesivel (saoz.: subessive case) evit komz eus un droad, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "dindan" e brezhoneg.

Implijet e vez gant yezhoù bizkaokazek 'zo, en o zouez an tsezeg, ar bejteg hag al lezgieg.

Da skouer e lezgieg, savet dre ouzhpennañ al lostger (""; -k) d'ar stumm ergativel:

  • Implij orin rik:
"Зун тарцин сериндик ацукьна"
zun tartsin serindik atsouq'na
"Azezañ a ris e ("dindan") skeud ur wezenn"
  • Implijoù astennet
"Заз жуван шадвилик вирибур шерик хьана кIанзава"
zaz jouvan chadvilik viribour cherik c'hhana k'anzava
"Me 'fell din e kemerfe perzh an holl em levenez-me"

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy