Trobarzhell

Un drobarzhell[1], pe c'hoazh un adstramm pe ur beriferell[2] eo anv kement ardivink a c'hell bezañ kevreet ouzh un urzhiataer ha sturiet gantañ a-benn kreskiñ e varregezhioù. Peurvuiañ e ranker kaout ur stur trobarzhell, eleze ur meziant arbennik staliet war an urzhiataer hag a c'hall mont en-dro gant ar reizhiad korvoiñ azas, da sturiañ pep trobarzhell.

  1. Preder, 'Geriadur an Armerzh, périphérique (informatique) trobarzhell b.
  2. Kreizenn ar geriaouiñ, Dictionnaire breton des sciences et des techniques

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy