Troll (Douar ar C'hreiz)

Unan eus an tri zroll troet e maen : Tom, Bert, ha William, evel ma c'haller o gwelet er Weta Cave e Wellington, e Zeland-Nevez.

An Trolled zo ur ouenn euzhviled eus bed Douar ar C'hreiz e skridoù J. R. R. Tolkien, ha gwelet e vezont e filmoù hag e c'hoarioù aozet diwar e romantoù. Deskrivet int evel euzhviled ramzel damheñvel ouzh tud, dezho kalz nerzh ha nebeut a spered. En Hobbit, e rankont distreiñ dindan an douar a-raok ar sav-heol, evel ar c'horr Alviss e mitologiezh Lec'hlenn, pe e troont e maen, e-skoaz en Aotrou ar Gwalennoù ez eo gouest an "Olog-haied" da c'houzañv gouloù an deiz.

Lakaet eo bet war wel an implijoù disheñvel-kenañ a ra Tolkien eus an trolled, eus ar gomedienn e barzhoneg Sam Gamgee , ha d'ar pouez-mouezh Cockney hag eus an doareoù ouzh taol a aparchant ouzh renkad al labourerien zo roet gant Tolkien d'an trolled e An Hobbit, d'an aergelc'h ifernus a gaver er Moria pa da an harozed ouzh an deñvalijenn hag ouzh an euzhviled. Tolkien, ur c'hatolik roman anezhañ, ne felle ket dezhañ reiñ ar gomz d'an trolled, evel m'en doa graet e-barzh An Hobbit, rak evitañ e talveze o dije bet eneoù. Abalamour da se e reas eus an trolled e The Silmarillion hag Aotrou ar Gwalennou boudoù duoc'h ha chatalekoc'h. Sañset e oant bet desavet gant an aotronez teñval Melkor ha Saoron da sikour anezhe da gas o raktresoù da benn[1].

Evel perzhioù pe personajoù all eus skridoù Tolkien ez int awenet kalz gant mitologiezh Lec'hlenn.

  1. Hartley, Gregory (2014). "Civilized goblins and Talking Animals: How The Hobbit Created Problems of Sentience for Tolkien", in Bradford Lee Eden: The Hobbit and Tolkien's mythology : essays on revisions and influences. McFarland. ISBN 978-0-7864-7960-3. OCLC 889426663. 

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy