Velocifero

Velocifero

gant Ladytron
Bro Rouantelezh-Unanet
Deuet er-maez 19 a viz Mae 2008 (iTunes), 2 a viz Even 2008 (pladenn)
Stil elektro pop, new wave
Produer Ladytron, Vicarious Bliss, Alessandro Cortini
Ti-embann Nettwerk



Velocifero eo pevare pladenn glok ar strollad Ladytron, hag an hini gentañ bet embannet gant an ti-embann anvet Nettwerk. Dont a reas er-maez ar bladenn e stumm pellgargañ war iTunes d'an 19 a viz Mae 2008. Dont a reas er-maez ar bladenn CD d'an 2 a viz Even 2008 er Rouantelezh-Unanet, hag en deiz war-lerc'h e broioù all. Video ar ganaouenn Ghosts a zeuas er-maez ez-ofisiel war YouTube d'ar 17 a viz Mae 2008. Div ganaouenn, anvet "Black Cat" ha "Kletva" a zo kanet e bulgareg. Ar bladenn he deus tizhet renk 75 an hit-parade breizhveuriat, ha renk 131 an hini amerikan.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy