Wikimammenn

Arouez wikimammenn.

Wikimammenn (Wikisource e saozneg) a zo ur seurt diellaoueg enlinenn, evit bodañ skridoù frank a wirioù : skridoù politikel, skridoù ofisiel (skrid klok ul lezenn bouezus da skouer), barzhonegoù, kanaouennoù, hag all.

Ar skridoù a zeu da vezañ frank a wirioù goude ur serten niver a vloavezhioù. E Bro-C'hall e ranker gortoz 70 goude marv an oberour.

E 2023, kavout a reer Wikimammenn e 73 yezh dija, en o zouesk galleg, saozneg ha kembraeg.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in