Yaou (planedenn)


Yaou ♃
Doareennoù amestezel
Skin krenn 778 412 027 km
5,2 unanenn steredoniel (ua)
Ezkreizegezh an amestez 0,048 392 66
kelc'htrovezh steredel 4 335,3545 d
11 a 317 d 14,51 h
Trovezh sinodek 398,8613 d
Tizh amestezel krenn 13,0572 km/s
Stou an ekliptik 1,30530°
Niver a loarennoù naturel 63
Doareennoù fizikel
Treuzkiz kehederel 142 984 km
Treuzkiz pennahelel 135 135 km
Pladerezh 0,064 87
tolz ×1027 kg
Tolz ec'honel krenn 1 326 kg/m³
Kerc'hellerezh-gorre 23,12 m/s²
Deiz steredel 0,413 51 d
Stou an ahel 3,12°
Albedo 0,52
Tizh ezkerc'hellañ 59,5 km/s
Gwask 70 kPa
Gwrezverk-gorre
izek keitat uc'hek
-163,15 °C -121,15 °C -75,15 °C
Doareenoù an aergelc'h
Aerwask 70 kPa
Dihidrogen H2 > 81 %
Heliom He > 17 %
Metan CH4 0,1 %
Dour H2O (aezhenn) 0,1 %
Amoniak NH3 0,02 %
Etan C2H6 0,0002 %
Hidridenn fosfor PH3 0,0001 %
Sulfidenn hidrogen SH2 <0,0001 %

Yaou zo ur ramzplanedenn aezhel, an hini vrasañ e koskoriad an Heol hag ar bempvet hini pa bellaer eus an Heol. An doue roman Yaou eo orin hec'h anv. Kement ha 2,5 gwezh hini holl blanedennoù all an Heol kevret eo he zolz. Skeudenn luc'hed an doue eo arouez steredoniel ar blanedenn Yaou.

Tro zo da welet Yaou en oabl gant an daoulagad noazh, pa 'z eo ar pevare skedusañ korf goude an Heol, al Loar ha Gwener.

Avelioù kreñv a c’hwezh e gwiskadoù diavaez ar blanedenn, evel ar gorventenn a vez bepred en takad uhelvanel a zo 22° er Su d'ar c'heheder, hag a anver "an Tarch Ruz Meur". Abaoe tremen 300 vloaz e vezer oc'h arselliñ an tarch-se.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy