Yom Kippour

Yom Kippour ((he) יוֹם כִּיפּוּר, LFE : [ˈjom kiˈpuʁ], pe יום הכיפורים), anavezet ivez evel Deiz an Damantiñ, eo deiz haelañ ar bloavezh relijiel yuzev. Treiñ a ra tro-dro d'an damantiñ, da c'houlenn digarez evit e fazioù, evit dont a-benn da vont pelloc'h er vuhez. D'an deiz-se e vez yunet e-pad 25 eurvezh tro-dro, o pediñ start er sinagogenn. Heuliet e vez ivez gant yuzevien ha ne bleustront ket kalz al lidoù relijiel er mareoù all zoken.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in