Routaer

Avaya ERS-8600

Da generen rouedadoù stlennegel e tafar ur routaer ur glozenn elektronek anezhañ (pe un urzhiataer dediet) o labourat war live 3 ar patrom OSI (hogen evelkent en em skor war an daou live 1 ha 2). Diogelañ a ra an eren, an ennegañ hag ar routa roadennoù etre daou rouedad load pe arbell. Dieub eo ouzh pep topologiezh hag dres e roll a zo etrekennaskañ rouedadoù disheñvel o zopologiezh.

Keweriañ ha kadaviñ a ra ur routaer taolennoù routa a vez oc'h aesaat treankañ ar stlennoù. Ul listenn trehentadoù (pe hentoù) d'ober gante eo. Lies ensezadurioù a c'heller menegiñ :

  • Routaer/tolper pe routaer amsez,
  • Routaer RNIS pe routaer hiniennel,
  • ...

Komenadoù kehentiñ routaüs evel IPX/SPX pe TCP/IP e ranker ober gante evit arverañ ur routaer. Da skouer, NetBIOS/NetBEUI n'eo ket routaüs.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy