Tsundere

Un dudenn doare tsundere

Tsundere (ツンデレ, distaget [tsɯndeɾe]) zo ur ger japanek evit ober anv eus un dudenn gwelet evel reut ha yen (raloc'h evel un enebour) met a zeuio goustadik, gant an amzer o redek, da vezañ un dudenn hegarat hag a-wechoù ur gamalad. Ar ger a zo bet savet a-ziwar ar gerioù tsun tsun (ツンツン), o talvezout mont kuit gant heug, ha dere dere (デレデレ) o talvezout 'lovey dovey' (dous, hegarat).

Da gentañ e oa bet adkavet ar ger tsundere er c'hoarioù japanat doare bishōjo. Goude-se ez eo bet implijet ar ger gant al luskad otaku Moe. Bremañ e vez implijet ar ger-se e doareoù lies evel er maid cafés, tresadennoù-bev anime, manga, novels, ha memes er mediaoù bras. Sikouret eo bet brud an droienn dre ar visual novel Kimi ga Nozomu Eien.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy