Begel

Begel paotr...
... ha begel plac'h

Ar begel, anvet ivez bouton-kof (pe umbilicus hervez al latin) zo ur gleizenn graet e kof ar vugale nevez-c'hanet pa vez troc'het kordenn ar begel. An holl vronneged o deus plakenta o deus ur begel. Ma vez gwelet splann gant ar bronneged a zo tud, war ar re all, a zo loened, ne vez nemet ul linenn disvlev.

Gant an dud ez eo pe evel un toullig, don a-walc'h a-wechoù, pe evel ur bos bihan. Peurvuiañ e vez disheñvel-mat stumm ha ment ha donder, ha dreist-holl neuz. Dre ma'z int kleizennoù n'int ket perzhioù a ouenn pe a wad. Servij a c'hallont da zisheñvelout gevelled mar karer, pa n'haller ket ober en un doare all. N'eus kemm ebet etre ar begelioù abalamour ma vije unan hini ur paotr hag egile hini ur plac'h a-hend-all.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy