Fangorn

Fangorn, Merry ha Pippin


Treebeard, e saozneg pe Fangorn e Sindarin, eo anv un Ent en Aotrou ar Gwalennoù gant J. R. R. Tolkien. Unan eus an tri hent koshañ eo d'ar mare ma c'hoarvez darvoudoù Aotrou ar Gwalennoù hag hervez Gandalf ez eo "ar boud bev koshañ a vale c'hoazh dindan an heol e Douar ar c'hreiz"[T 1]. Deskrivet eo evel ur boud ennañ war-dro 4,5 m uhelder, hag heñvel e neuz ouzh hini ur wezenn-faou pe un dervenn[T 1]. Emañ o vevañ e Koad Fangorn, a zoug e anv. E penn su ar Menezioù Latarek emañ ar c'hoad-se. E The Two Towers, Fangorn en em gav gant Merry Brandybuck ha Pippin Took, daou Hobbit eus ar Gontelezh. da heul ar gejadenn dic'hortoz-se e tegouezh darvoudoù a bouez en istor.
Fazi arroud : <code><ref></code> balizennoù zo evit ur strollad anvet "T", met n'eus bet kavet balizenn <code><references group="T"/></code> ebet a glotfe


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy