Bignez

Bignez
Iskevrennad eusmeuz, fritter Kemmañ
Anv er yezh a orinBeignet Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ

Bignez zo kouignoù graet gant bas fritet en eoul. Gallout a reont bezañ sukret pe sall. Ul lip-e-bav aes d'ober eo, setu perak e vezont kavet e kalz broioù.

Gant bleud, vioù hag eoul pe amann e vez graet ar bas. Bier a vez lakaet ivez e broioù zo. Ront int peurliesañ, e stumm ur walenn a-wechoù, gant un toull e-kreiz eta, evel an donut amerikan.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy